Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.