Mazhev 15:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac’hagnet ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eñ o yac’haas, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha bandennou braz a dud a zeuaz d’hen kavout, o tigas ganthe re gam, re dall, re vud, re vac’haniet, ha kalz a glanvourien all, hag e lekejont anezhe e c’harz treid Jesus; hag hen ho iac’heaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag un nivéh bras a dud e zas d’en gavouèt, hag e zigassas guet hai ré gam, ré dall, ré vud, ré mahignet, ha calz ré arall, hag ind hou laquas dirac é dreid, hag ean hou yahas ol. |
Ma laka ac’hanout da zorn da gouezhañ, troc’h anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,