Ne gomzer ket eus ar c'houral, nag eus ar strink, priziusoc'h eo ar furnez eget perlez.
Mazhev 13:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rouantelezh an neñvoù a zo c’hoazh heñvel ouzh ur marc’hadour a glask perlez kaer. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur marc’hadour hag a glask perlez kaer, Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ranteleah en Nean e zou ehué haval doh ur marhadour e glasq perleu caër. |
Ne gomzer ket eus ar c'houral, nag eus ar strink, priziusoc'h eo ar furnez eget perlez.
Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.
Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
Kavet en deus ur berlezenn brizius meurbet, aet eo da werzhañ kement en doa hag en deus he frenet.
Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d’e bark, unan all d’e genwerzh,
Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.