Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Mazhev 13:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E ziskibien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he ziskibien a dostaaz, hag a lavaraz dezhan: Perag e komzez‐te outhe dre barabolennou? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag é zisciplèd e dostas, hag e laras dehou: Perac e conze‐t‐hui dehai dré lavar‐cuhet? |
Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c’houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.