Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.
Mazhev 12:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) en hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Izaias, en eur lavaret: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Aveid ma vezé sévennet er péh e zou bet laret dré er profæd Izaias, én ul laret: |
Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.
me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,
Setu va servijer am eus dibabet, va c’haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec’h embanno ar reizhder d’ar broadoù,
evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.
Kement-se a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:
evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac’hagnoù ha douget en deus hor c’hleñvedoù.
Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,
evit ma vije peurc’hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d’hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec’h an Aotrou?
Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.
Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.