Mazhev 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: It, ha livirit da Ian ar pez a glevit hag a velit: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e laras tehai: Quêrhet de zevis de Yehan er péh e hoès cleuet ha guélet. |
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac’hagnet ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eñ o yac’haas,
Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.
Kredit ac’hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac’hanon da vihanañ abalamour d’an oberoù-se o-unan.
Met me am eus un testeni brasoc’h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac’hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c’haset.