Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!
Mazhev 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yac’hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Iac’hait ar re glanv, netait ar re lor, resussitit ar re varo, kassit kuit an drouk‐sperejou. Recevet hoc’h euz evit netra, roit evit netra. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Yahet er ré clan, gùellet d’er ré lovre; laquet er ré varhue de vout bihue arré, casset quit en droug‐sperèdeu: digueméret e hoès aveid nitra, reit aveid nitra. |
Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!
Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.
Neuze e c’halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn.
kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac’haet.
yac’hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc’h.
Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne’m eus nag arc’hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!
oc’h astenn da zorn da yac’haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.