En eilvet bloaz eus Pekak mab Remalia roue Israel, e teuas da roue Jotam mab Ozia roue Juda.
Mazhev 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hosias a oe tad da Joatham. Joatham a oe tad da Achas. Achas a oe tad da Ezekias. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ozias tad Joatham; Joatham tad Achaz; Achaz tad Ezechias; |
En eilvet bloaz eus Pekak mab Remalia roue Israel, e teuas da roue Jotam mab Ozia roue Juda.
Azaria a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Ha Jotam e vab a renas en e lec'h.
Ar roue Ozia a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro evel un den lovr, rak taolet e voe kuit eus ti an AOTROU. Jotam e vab a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jotam pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jerusha merc'h Zadok.