Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.
Mazhev 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Juda hen doe euz a Damar Farez ha Zara. Farez a oe tad da Esrom. Esrom a oe tad da Aram. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Judas en doé bet Pharez ha Zara a é brièd Thamar; Pharez e oé bet tad Esron; Esron tad Aram; |
Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.
Mibien Juda: Er, Onan, Shela, Perez, Zerak, met Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. Mibien Perez a voe Hezron hag Hamul.
Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d’e vreudeur.