Mazhev 1:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa ael an Aotrou gourc’hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Josef o veza dihunet euz he gousk, a reaz evel m’hen doa gourc’hemenet dezhan eal an Aotrou, hag e tigemeraz he vreg. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jojeb ar lérh ma oé dihunet ag é gousg, e hras él m’en doé gourhemennet dehou en Æl aberh Doué, hag e tigeméras é voés. |
Moizez a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se.
Astenn a reas an deltenn war an tabernakl, hag e lakaas golo an deltenn dreist, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Enaouiñ a reas al lampoù dirak an AOTROU , evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
hag e lakaas eno da vogediñ an ezañs a c'hwezh-vat, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Pa'z aent da deltenn an engalv ha pa dostaent ouzh an aoter, en em walc'hent, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
Hogen n’anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv.
Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn.
Met un ael eus an Aotrou a zigoras e-pad an noz dorojoù ar prizon, o lakaas er-maez hag a lavaras: