Hag e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
Sant Marc 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kerkent o veza sellet en dro dezhe, na veljont mui den ganthe nemed Jesus hep‐ken. |
Hag e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d’ar c’houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.