Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez;
Sant Marc 9:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac’hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac’hanomp. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Ian, o komz outhan, a lavaraz: Mestr, gwelet hon euz eun den ha na heul ket ac’hanomp, o kas kuit an drouk‐sperejou en da hano, hag hon euz difennet outhan ober kement‐se, abalamour ne heul ket ac’hanomp. |
Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez;
Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se, rak n’eus den a rafe mirakloù em anv hag a c’hellfe kerkent droukkomz ac’hanon.
Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c’has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.