Sant Marc 9:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c’hreiz hag, o terc’hel anezhañ etre e zivrec’h, e lavaras dezho: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza kemeret eur bugel bihan, e lekeaz anezhan en ho c’hreiz; hag, o terc’hel anezhan etre he zivrec’h, e lavaraz dezhe; |
O vezañ azezet, e c’halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c’hoanta unan bennak bezañ ar c’hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.