Sant Marc 9:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met me a lavar deoc’h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhañ kement o deus c’hoantaet evel ma’z eo skrivet diwar e benn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, evel ma’z eo scrivet divar he ben, ha great ho deuz dezhan kement a felle dezhe. |
Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?
O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho ha skribed a dabute ganto.
hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d’an Aotrou ur bobl tuet mat.
Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.