Jezuz a lavaras an holl draoù-se d’ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
Sant Marc 4:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d’e ziskibien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha na gomze ket outhe hep parabolen; mes, pa en em gave he‐unan gant he ziskibien, e tisclerie pep tra dezhe. |
Jezuz a lavaras an holl draoù-se d’ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c’houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c’hellent e glevout.
Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.
O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.