Evel ma n'ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaos en em stumm an eskern e kof an dougerez, evel-se n'anavezez ket labour Doue, en deus graet an holl draoù.
Sant Marc 4:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pe hen a gousko pe hen a vezo var ar bale, koulz en noz evel en deiz, an had ne ehan ket da ziwann ha da greski hep ma oar an den penaos. |
Evel ma n'ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaos en em stumm an eskern e kof an dougerez, evel-se n'anavezez ket labour Doue, en deus graet an holl draoù.
gwelet em eus holl labour Doue, ha gwelet em eus ne c'hell ket an den kavout an oberenn a vez graet dindan an heol. Petra bennak ma en em skuizh d'he c'hlask, n'he c'havo ket. Ha zoken ma lavar an den fur ec'h anavez anezhi, ne c'hell ket he c'havout.
Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c’hreunenn en dañvouezenn.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.