Evel-henn e komz an AOTROU da dud Juda ha da Jeruzalem: Difraostit un douar nevez, ha na hadit ket e-touez ar spern.
Sant Marc 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re a receo an had e‐touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger; |
Evel-henn e komz an AOTROU da dud Juda ha da Jeruzalem: Difraostit un douar nevez, ha na hadit ket e-touez ar spern.
An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.
met n’o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac’har pe un heskinerezh abalamour d’ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ.
met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c’hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.
Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.