Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Sant Marc 15:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D’ar gouel-se, e laoske dezho an hini eus ar brizonidi a c’houlenne ar bobl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, hen a oa custum d’ar gouel‐ze, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent. |
Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac’h.
met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.
Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
Met, o c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?