En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.
Sant Marc 15:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c’hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar c’hantener, pehini a oa eno dirazhan, o velet penaos e oa tremenet en eur grial evel‐se, a lavaraz: An den‐man en gwirionez a oa Mab Doue. |
En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.
Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
Met ar c’hantener, o c’hoantaat saveteiñ Paol, a zistroas anezho diouzh ar soñj-se hag a roas urzh d’ar re holl a ouie neuñvial d’en em zeurel en dour da gentañ ha da vont betek an douar,