Sant Marc 15:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a rentas ar spered. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o veza leusket eur griaden vraz, a rentaz ar spered. |
Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d’e ziskenn.
Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
P’en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc’hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,