Sant Marc 15:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret: Ac’han‐ta! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a‐nevez en tri deiz; |
Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoù! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac'hanout en abeg din, o Doue Israel!
Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C'hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc'h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c'haerder, levenez an douar holl?
Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec’h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn.