Hag ar c'hurunennoù a vo evit Helem, evit Tobija, evit Jedaja hag evit Hen mab Sofonia, evel un eñvor e templ an AOTROU.
Sant Marc 14:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos el lec’hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez hen lavaran deoc’h, e pe leac’h‐benag dre ar bed holl ma vezo prezeget an aviel‐man, ar pez he deuz great a vezo lavaret ive e memor anezhi. |
Hag ar c'hurunennoù a vo evit Helem, evit Tobija, evit Jedaja hag evit Hen mab Sofonia, evel un eñvor e templ an AOTROU.
Moizez hag Eleazar an aberzhour a gemeras an aour digant ar gabitened a vilieroù hag ar gabitened a gantoù, hag e kasjont anezhañ da deltenn an engalv evel eñvor evit mibien Israel dirak an AOTROU.
An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d’an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin.