Sant Marc 14:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas dezho: Unan eus an daouzek eo ha lakaat a ra e zorn er plad ganin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a respontaz dezhe: Unan euz an daouzec eo, hag a laka he zorn ganen er plad. |
Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
En em lakajont da vezañ glac’haret, hag e lavarjont dezhañ an eil goude egile: Ha me eo? Hag unan all: Ha me eo?
Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ. Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.
Ha kerkent, evel ma komze c’hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
Evel ma komze c’hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c’halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho. Hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon.
Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.