Ober a ris evel ma oa bet gourc'hemennet din, kas a ris er-maez va fakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz; d'abardaez e toullis gant va dorn ar voger; en deñvalijenn e kasis anezho er-maez, hag e tougis anezho war va skoaz dirak o daoulagad.
Sant Marc 14:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kêr hag a gavas an traoù evel m’en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He ziskibien eta a ieaz en hent, hag o veza erruet en kear, e kavjont pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe; hag e preparjont ar Pask. |
Ober a ris evel ma oa bet gourc'hemennet din, kas a ris er-maez va fakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz; d'abardaez e toullis gant va dorn ar voger; en deñvalijenn e kasis anezho er-maez, hag e tougis anezho war va skoaz dirak o daoulagad.
Hag e tiskouezo deoc’h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhañ eno deomp.
Int a yeas kuit hag a gavas an traoù evel m’en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc’h, hep sac’h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc’h? Int a lavaras: Netra.
Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.