selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.
Sant Marc 14:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tiskouezo deoc’h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhañ eno deomp. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest; preparit eno ar Pask evidomp. |
selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.
Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.
E pe lec’h bennak ma’z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec’h emañ al lec’h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?
E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kêr hag a gavas an traoù evel m’en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.