Sant Marc 10:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dek o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An deg all, o veza klevet kement‐se, a zavaz droug enhe ouz Jakes ha Ian. |
Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar vroadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
Eñ a lavaras dezho: Rouaned ar vroadoù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.
Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.
Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?