An holl bobl a-unvan a respontas hag a lavaras: Kement en deus lavaret an AOTROU a raimp. Moizez a zezrevellas komzoù ar bobl d'an AOTROU .
Sant Lucas 9:57 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Aotrou, me a heulio ac’hanout e kement lec’h ma’z i. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa edont o vond en hent eun den a lavaraz dezhan: Aotrou, me a heullio ac’hanoud en pe leac’h benag ma’z i. |
An holl bobl a-unvan a respontas hag a lavaras: Kement en deus lavaret an AOTROU a raimp. Moizez a zezrevellas komzoù ar bobl d'an AOTROU .
C’hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c’hoantek da vont da Jeruzalem.
rak Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc’h all.
Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c’hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout.