Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Sant Lucas 8:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned He c’herent a voe gwall souezhet, met eñ a c’hourc’hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c’hoarvezet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he zad hag he mam a oe souezet meurbed; mes hen a zifennaz outhe lavaret da zen ar pez a oa c’hoarvezet. |
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
Hag e tifennas outañ n’en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.