Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
Sant Lucas 7:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met petra oc’h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc’h, ha muioc’h eget ur profed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes da velet petra oc’h‐hu eat? Eur profet? Ia, hen lavaret a ran deoc’h, ha kalz muioc’h eged eur profet. |
Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.
Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.