Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Sant Lucas 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezañ azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e pedaz anezhan da bellaad eun neubeud euz an douar; hag o veza azezet, e kelenne ar bobl divar ar vag. |
Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Rak en doa yac’haet kalz anezho, en hevelep doare m’en em daole warnañ kement en doa ur c’hleñved evit stekiñ outañ.
Eñ a lavaras d’e ziskibien derc’hel prest ur vag dezhañ, abalamour d’ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
Gwelout a reas div vag war vord al lenn, a oa diskennet ar besketaerien anezho evit gwalc’hiñ o rouedoù.
Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.