Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.
Sant Lucas 24:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e c’hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oa ouz ho benniga, e c’hoarvezaz ma tispartiaz outhe, ha ma oe savet en env. |
Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.
An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.
Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
Goude m’en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc’homp start hon anzavadenn a feiz.