Met kement e talc'has warno ma'z ejont da lojañ gantañ ha ma teujont en e di. Ur fest a roas, hag e lakaas da boazhañ bara hep goell. Ha debriñ a rejont.
Sant Lucas 24:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes int a reaz dezhan choum, en eur lavaret dezhan: Choum ganeomp; rag an noz a dosta, hag erru eo izel an deiz. Antren a reaz eta evit choum assambles ganthe. |
Met kement e talc'has warno ma'z ejont da lojañ gantañ ha ma teujont en e di. Ur fest a roas, hag e lakaas da boazhañ bara hep goell. Ha debriñ a rejont.
Un deiz ma tremenas Elizea dre Sunem, e oa eno ur vaouez pinvidik a zalc'has anezhañ da zebriñ bara en he zi. Ha bep gwech ma tremene, ez ae di evit debriñ bara.
Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
Ur wreg anvet Lidia, ur varc’hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c’halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.