Sant Lucas 24:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met o daoulagad a oa dalc’het, en hevelep doare ma n’anavezent ket anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ho daou‐lagad a oa dallet, en hevelep doare ne anavezjont ket anezhan. |
Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.
Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.
Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c’homzoù-se a lavarit etrezoc’h en ur vont en hent, ha perak oc’h ken trist?
O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz.
Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.