Sant Lucas 23:49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc’he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re holl euz he anaoudegez, hag ar groagez ho doa heulliet anezhan adaleg ar C’halile, en em zalc’he a‐ziabell, o sellet ouz an traou‐ze. |
Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.
Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c’hlac’hare hag a hirvoude diwar e benn.
Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.
kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac’haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,