Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a dud fall o deus va enkelc'hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid.
Sant Lucas 23:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c’hlac’hare hag a hirvoude diwar e benn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eur foul vraz a bobl hag a c’hragez a iea var he lerc’h, hag a skoe var boull ho c’halon hag a hirvoude divar he ben. |
Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a dud fall o deus va enkelc'hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid.
o lavarout: Ni hon eus sonet deoc’h ar fleüt ha n’hoc’h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc’h hirvoudoù ha n’hoc’h eus ket douget kañv.
Bez’ e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ.
Bez’ e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome,
Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc’hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc’h hoc’h-unan ha war ho pugale,
Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.
kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac’haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,
An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n’eo ket marv, met kousket a ra.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.