Sant Lucas 23:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret: Crucifi, Crucifi, anezhan. |
Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne’m eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
Met int a gendalc’he, o c’houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c’hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.
Hep kavout ennañ abeg ebet d’e lakaat d’ar marv, e c’houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel.