Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Sant Lucas 22:69 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hiviziken Mab an den a vo azezet a-zehou da c’halloud Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Divar‐vreman Mab an den a vezo azezet en tu‐deo da c’halloud Doue. |
Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d’ar galloud hag o tont war goabr an neñv.
An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.
Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec’h erbed evidomp.
Mar d-oc’h eta adsavet da vev gant Krist, klaskit traoù an nec’h, e-lec’h ma emañ Krist azezet a-zehou da Zoue.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù,
Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.
Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.