Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.
Sant Lucas 22:60 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Pêr a lavaras: Den, n’ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c’hoazh, ar c’hilhog a ganas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Per a lavaraz: O va den, na ouzon ket petra a leverez. Ha rag‐tal, pa oa c’hoas o komz, ar c’hilloc a ganaz. |
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.
Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c’hilhog ne gano ket hiziv na’z po nac’het teir gwech anavezout ac’hanon.
War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo.
An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr. Ha Pêr en doe soñj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.