met piv bennak a zinac’ho ac’hanon dirak an dud, e tinac’hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.
Sant Lucas 22:57 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met eñ a zinac’has hag a lavaras: Gwreg, n’anavezan ket anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Per a nac’haz Jesus, en eur lavaret: Maouez, n’hen anavezan ket. |
met piv bennak a zinac’ho ac’hanon dirak an dud, e tinac’hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.
Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gantañ.
Un nebeudig goude, unan all o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: Den, ned on ket.
Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n’out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac’has hag a lavaras: N’on ket.
Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
Mar anzavomp hor pec’hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder.