Sant Lucas 22:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezañ stoket ouzh e skouarn, e yac’haas anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus, o komz, a lavaraz: Paouezit. Hag o veza touchet ouz skouarn ar mevel, e pareaz anezhan. |
Neuze Jezuz a lavaras d’ar veleien vras, da gabitened an templ ha d’an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc’h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc’h ul laer.
E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.
Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,