Sant Lucas 22:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Rak me a lavar deoc’h, ret eo c’hoazh d’ar pezh a zo skrivet bezañ peurc’hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c’hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.
Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz‐man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun: Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout.
Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.
Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc’hraet.
Neuze e lavaras dezho: Met bremañ, an hini en deus ur yalc’h, ra he c’hemero, en hevelep doare an hini en deus ur sac’h; an hini n’en deus ket ur c’hleze, ra werzho e vantell da brenañ unan.
Neuze Jezuz a lavaras d’ar veleien vras, da gabitened an templ ha d’an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc’h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc’h ul laer.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,