na sac’h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh, rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued.
Sant Lucas 22:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras dezho: Met bremañ, an hini en deus ur yalc’h, ra he c’hemero, en hevelep doare an hini en deus ur sac’h; an hini n’en deus ket ur c’hleze, ra werzho e vantell da brenañ unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes breman, eme‐z’han, an hini hen deuz eur ialc’h, ra gemero anezhi; hag ive an hini hen deuz eur sac’h; an hini n’hen deuz kleze e‐bed, ra verzo he vantel da brena unan. |
na sac’h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh, rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued.
Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc’h, hep sac’h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc’h? Int a lavaras: Netra.
Rak me a lavar deoc’h, ret eo c’hoazh d’ar pezh a zo skrivet bezañ peurc’hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c’hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.
Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
Pa oamp ganeoc’h, hon eus lavaret deoc’h en a-raok hor bije da c’houzañv poanioù, evel ma’z eo c’hoarvezet hag evel ma ouzoc’h.
Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c’hig, c’hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c’hig en deus paouezet da bec’hiñ,