AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
Sant Lucas 20:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec’h e teue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se e respontjont ne ouient ket euz a beleac’h e teue. |
AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.
N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren.
Gwalleur d'ar mêsaer dizellezek, a zilez an tropell! Ra gouezho ar c'hleze war e vrec'h ha war e lagad dehou! Ra zisec'ho e vrec'h, ha ra vo dall-mik e lagad dehou!
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.
Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan