Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Sant Lucas 20:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outañ ar goulenn-mañ: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze eur re‐benag a‐douez ar Saduceed, pere a nac’h ar resurrection, a dostaaz, hag a c’houlennaz evel‐hen diganthan: |
Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Neuze e komprenjont penaos n’en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ, da lavarout eo sektenn ar sadukeiz, en em savas hag a voe leuniet a warizi.
Ha mar prezeger ez eo adsavet Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoù en ho touez n’eus ket a adsavidigezh a varv?