e teuas Jozef a Arimatea, ur c’huzulier enoret a c’hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c’houlenn digantañ korf Jezuz.
Sant Lucas 2:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel. |
e teuas Jozef a Arimatea, ur c’huzulier enoret a c’hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c’houlenn digantañ korf Jezuz.
Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
Bez’ e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc’h Fanuel, eus meuriad Aser. Oadet bras e oa hag he doa bevet gant he fried seizh vloaz abaoe he gwerc’hded.
n’en doa ket roet e ali d’o diviz na d’o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c’hortoze ivez rouantelezh Doue.
Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma’z eo c’hoarvezet an traoù-se.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.