Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.
Sant Lucas 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hervez ma’z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hervez ma’z eo scrivet el lezen an Aotrou: Pep bugel mal kenta‐ganet a vezo consacret d’an Aotrou; |
Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.
Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien.
Kement a zigor ar mammog a zo din, ha da holl loened par kentañ-ganet, loened bras pe loened bihan.
Pep hini en devo digoret ar mammog, a bep kig, den pe loen, hag a ginnigint d'an AOTROU, a vo dit. Met e taspreni hep mar kentañ-ganet an den, hag e taspreni kentañ-ganet ul loen dic'hlan.
Pep kentañ-ganet a zo din. D'an deiz em eus skoet pep kentañ-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet evidon pep kentañ-ganet en Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din e vint. Me eo an AOTROU.