Hag evit un dañvadez, e roio peder, peogwir en deus graet-se ha peogwir eo bet didruez.
Sant Lucas 19:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou: Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan‐benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all. |
Hag evit un dañvadez, e roio peder, peogwir en deus graet-se ha peogwir eo bet didruez.
ma taskor an den fall ar c'hred, ma ro en-dro ar pezh en deus laeret, ma kerzh hervez lezennoù a ro ar vuhez hep ober an direizhder, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket.
ec'h anzavo ar pec'hed en devo graet, e tic'haouo an dismegañs en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio anezhañ d'an hini eo en em lakaet kablus en e geñver.
Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.
Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.
O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ.
Yann a c’halvas daou eus e ziskibien hag o c’hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.