La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 19:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc’hint ac’hanout, hag e waskint ac’hanout a bep tu,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag dond a rai varnoud eun amzer ma teui da enebourien da zevel kleuziou en‐dro d’id, hag e vezi kelc’hiet, ha gwasket ganthe a bep tu;

Ver Capítulo



Sant Lucas 19:43
15 Referencias Cruzadas  

Bez' e oa ur gêr vihan, gant nebeut a dud enni; a-enep dezhi e teuas ur roue bras, hag e sezizas anezhi, hag e savas kreñvadurioù bras outi.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gêr-mañ, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec'h enep.


Lazhañ a raio gant ar c'hleze da verc'hed a zo war ar maez, hag e raio kreñvlec'hioù en da enep, hag e savo tosennoù en da enep, hag e kwinto an diren en da enep.


Neuze e lakai ar seziz warni, hag e ri kreñvlec'hioù a-enep dezhi, hag e savi tosennoù a-enep dezhi, hag e lakai ur c'hamp en-dro dezhi, ha tourterezioù tro-dro.


Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.


Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc’h! Met bremañ kuzhet int da’z taoulagad.