AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
Sant Lucas 19:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze darn euz ar Farizianed a oa e‐touez ar bobl a lavaraz dezhan: Mestr, gourdrouz da ziskibien. |
AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c’houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c’hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc’h.
Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?