An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.
Sant Lucas 19:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evit va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhe va c’haoud da roue, digassit anezhe aman, ha lazit anezhe diraz’oun. |
An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.
Evel-se e vo, eus perzh an AOTROU, gopr va heskinerien, hag ar re a lavar droug a-enep din.
Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.
Ur vouezh skeltr a zeu eus kêr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeañ o gopr d'e enebourien.
An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.
Met dre ul liñvadenn e raio un distruj klok eus lec'h ar gêr-mañ, hag an deñvalijenn a redo war-lerc'h e enebourien.
Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.
Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se!
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Hag ar bobl a lavaras da Samuel: Piv a lavare: Ha ren a raio Saül warnomp? Roit deomp an dud-se, hag o lakaimp d'ar marv.